Yenijenn ar mor diouzh an noz

Al labous kantreat
a grog
d’ober ur c’hofes hep sekred
ouzh ur c’hozhiad àr e dalaroù

kontiñ a ra-hi
ur veaj diharz

an ezvezañs o tont àr wel

Mouskan, bihanig
pell diouzh an impalaeriezh
em goañv

N’eus douar boutin ebet evite
evit ar re-se

kludet àr ur c’heotenn
edan al loar
a daol an eil d’egile
gerioù yen evel ar mor diouzh an noz